Interview — Français
INTERVIEW EN BRETON (TRADUCTION FRANCAISE A LA SUITE)
*******************************************************************************
Demat d’an holl, e Breizh emaon gant ar strollad Möhrkvlth !
Trugarez deoc’h da asantiñ va atersadenn, lezel a ran ac'haneoc'h da ginnig Möhrkvlth un tammig?
- Galaad: Möhrkvlth zo ur strollad metal du a zo bet ganet e 2014. Hiziv barzh ar strollad ez eus me, an tabouliner, Greg gant ar gitar, Mathieu ar c’haner,
Florian an izgitarour hag Sven an eil gitar.
Goulenn 1: Ho pladenn nevez a verk distro ar strollad. Petra e oa ho palioù gant “Gwenojennoù an ankounac’h” ?
- Galaad: Diskouel n’eo ket marv ar strollad ! setu bremañ zo tud nevez barzh ar strollad hag me zo kontant da gontinu ar jeu, hag traoù nevez zo da ginig deoc’h, c’hoant hon eus da diskouel d’an tud tost da Möhrkvlth n’eo ket marv ar strollad. Er-maez eo ar bladenn nevez gant c’hwec’h tonioù staget d’an eil ouzh egile ha zinifi tout “Gwenojennoù an ankounac’h”.
- Greg: An eil pladenn eo adsavidigezh Möhrkvlth. Embannet e oa bet ar bladenn gentañ e 2018, goude-se e oa bet un ehan un nebeud bloavezhioù ha ret e oa din adreizhañ ar strollad rak lod eus an izili kozh ne oant ket bet kavet abalamour da raktresoù buhez liesseurt pe da gudennoù yec'hed. C'hoant m’eus bet da adreizhañ ar strollad gant mignoned evel Galaad hag Florian a anavezañ abaoe ugent vloaz hag a vev un tamm tostoc'h din ha Sven a oa dija er strollad abaoe an droiad 2018/2019, ha Mathieu a zo deuet da ganañ e 2021. Ar sonerezh eo chomet bepred metal du, pagan gant ouzhpennadennoù gant pep soner dre ma zomp holl gwriziennet er metal du, heñvel a-walc'h eo al levezonoù, setu m'en deus pep hini ac'hanomp savet e lodennoù dezhañ e-unan.
Ar pal a oa adsevel Möhrkvlth a-benn seniñ sonadegoù en-dro en amzer da zont, adalek 2026 e vo adlañset ez-ofisiel.
Goulenn 2: War “Gwenojennoù an ankounac’h” ar c’hanaouennoù emañ hiroc’h, ar riffoù emañ teknikoc’h ar wech-mañ . Penaos ho peus krouet an albom?
- Greg: Un nebeud kanaouennoù a oa bet savet war gitar lusk goude ar bladenn gentañ ha mod all daou pe dri bloaz war-lerc'h. Pleustret m’eus war ar gitar evit ma gwellaat, da gentañ e oa ur metal du eeun a-walc'h ha lakaet em eus ar gaoz war krouiñ riffoù hiroc'h ha donoc'h, o tiorren un tamm muioc'h ar santimant hag an aergelc'h epik. Mont a reomp donoc'h ha uheloc'h e-barzh an tonioù war-zu ar gouloù, cheñchet eo bet ar c'hefluniadur, kalz izeloc’h eo Sven, ar pezh a ro tro deomp da ziorren muioc’h a aspedoù en ur virout danvez ar strollad. Evit an taboulin gant Galaad, ez omp holl war-dro an efedusted, ar galloud c'hrouet, hep diskouezadeg ebet.
- Galaad: An enepgonist eus ar pezh n’eus ket kalz anezho war ar marc’had hiziv an deiz. Me m’eus c’hoant da goaz d’un dra special, ar pal a zo da disevel eus ar strollajoù all, gant an taboulin sklent, ne blij ket da tout an dud mes plij a ra din, ze a zigas un dra ouzhpenn d’ar strollad.
Mathieu: Evit ar pezh a sell ouzh skrivañ kanaouennoù evel kaner, pa meus kemeret darempred gant Greg evit ar wech kentañ, en doa roet din dija an demoioù kentañ evit ar bladenn da zont, setu me meus selaouet pep tra da gwelet ar pezh a blije din gant an tonioù. Kroget e oan dija da lakat ar gaoz war an aergelc'hioù a c'hallje skoazellañ ar gerioù, setu ma oa ar goulenn gentañ am eus graet da Gregory, "Petra oac'h o soñjal pa oac'h o sevel ar riffoù? Hag un dra bennak a oa ganeoc'h en o soñj ?"
- Greg: Ar sonerezh eman va yezh, neuze ne soñjan ket zoken er gerioù pa grouan, me zo gwriziennet em bro hag em orinoù neuze em eus graet war-dro da virout an tem-se hag ar brezhoneg en darn vrasañ eus ar c’homzoù. Miret hon eus ivez div ganaouenn e galleg rak ne vije ket bet kalz a ster o treiñ pa seller ouzh an doare ma oant bet renket. Setu gerioù zo gwelloc'h d'ar galleg ha reoù all d'ar brezhoneg.
Mathieu: Rak gwir eo em eus kroget da gentañ, adalek ar savboent-se, da sevel gerioù o klask reiñ un tem da bep kanaouenn. Un hollad kenstag eo, d'am soñj diskouez a ra mat a-walc’h an temoù a glaske ergerzhout da gentañ, gant ar pezh a oa bet miret, ar c’han e brezhonek. E galleg e oa bet skrivet ar c'homzoù dija da gentañ hag Galaad n’eus roet sikour gant an droidigezh. Evit mirout ar santimant brezhonek er c'homzoù hag en temoù e oa ar soñj chom hep mont re bell diouzh komzoù ar bladenn gentañ a oa troet kalz war ar baganiezh, al lidoù ha tem ar marv. Ne felle ket din tostaat re ouzh ar seurt testenn-se, a c’hell bezañ lennegel-kenañ, dreist-holl levr Tibet ar re varv a oa bet komzet diwar e benn war ar bladenn gentañ, un tem bet ergerzhet dija. N'on ket un den lennegel dreist-holl, me zo un den a sell hag a sant an traoù kentoc'h. Da skouer “Dindañ gouloù ar c’hoajoù mein” hag a dalv e galleg “Heuliañ sklerijenn ar c’hroazioù mein” em eus bet c’hoant da ergerzhout an tem-se a zo ispisial a-walc’h da Vreizh gant kalvarioù war riblenn an hentoù e pep lec’h. Pe vefec’h kredennour pe get, pa zoc’h brezhoneger e ouzer e tiskouezont un dra bennak. Evit istor ar monumantoù se em eus bet c’hoant lakaat ar gaoz war ar skeudenn se, eus an distro, eus balizennoù kavet war hentoù a zo anezho abaoe kantadoù a vloavezhioù, implijet evit merkañ an hent evit ar veajourien. Kontañ a reont distro soudarded o tont en-dro eus an dachenn emgann, kollet, diouzh an noz, o c'hortoz gwelet ur gouloù, ar re a zouge ar c'hroazioù hag an hent d'ar gêr. Met digor-tre eo ar pezh-c'hoari-mañ d'an displegañ.
- Galaad: Ar pezh a zo nevez gant ar bladenn-mañ eo e kaver ennañ ur meskaj etre ar baganiezh hag ar gristeniezh.
- Greg: Un tamm lamm en-dro en amzer hon eus graet ivez, un tamm nevesoc'h eo an temoù eget ar bladenn gozh.
Goulenn 3: Penaos oh peus krouet titl ar bladenn?
- Galaad: Me m’eus kavet anezhañ, tout an tonioù zo staget an eil gant egile, tout a zo ur c’hwezh enklev an ankounac’h gante.
- Greg: Galaad en deus kavet anezhañ, goude bezañ selaouet ur wech hag aet ar meskaj war-raok, an titl se a oa bet dibabet.
An titl a lak war wel golo ar bladenn bet livet gant Galaad. N'eo nemet goude se ma oa bet graet mat ar sonerezh, ar c'hanaouennoù hag ar meskaj e oa bet dibabet an titl-mañ.
Goulenn 4: Kontet e vez deomp diwar-benn ur gêriadenn, diwar-benn cheñchamantoù e-barz ar ganaouen “Va c’hêriadenn”, personel-tre e seblant bezañ ar ganaouen se. Ur gontadenn hoc'h eus da gontañ deomp diwar-benn ar gêriadenn-mañ ?
- Mathieu: “Va c’hêriadenn” a zo da gentañ ur varzhoneg skrivet gant Anjela Duval, ur varzhez ha labourerez a skrive e-pad he prantad diskuizh. Ur vaouez dizimez e oa, atav war-dro feurm he zud. En he skridoù e treuzskrive he buhez, he buhez pemdeziek, evel “Va c’hêriadenn”, ar c’hemmoù a wele he c’horn-bro o treuzfurmiñ, ar gêr o treuziñ an holl draoù-se. Koll ar rouedadoù, donedigezh ar mekanikerezh, n'anavez ket mui he douaroù. An holl draoù a denn d'ar produusted hiziv an deiz ma keñveriomp gant tri-ugent vloaz zo, pep tra a zo cheñchet splann, o vont eus pevar buoc'h da kant, o koll un tamm eus ar priziañ evit ar c'halite a-du gant ar gounid. Kement-se a laka ac’hanomp da brederiañ war ar pezh a zo deuet da vezañ ar maezioù hag al labour-douar dre vraz.
- Greg: Moarvat gwelet he deus marv ar c’hêriadenn, eus ene ar gêriadenn, mont kuit he amezeien nemet evit reiñ plas d’ar re all, kement-se gant un tamm nostalgiezh. Gwelloc'h e kave dezhi he bloavezhioù yaouankañ moarvat goude marv he zud, biken ne zimezas ha chom a reas er marc'had kozh he buhez-pad,
o sellet ouzh kemmoù ar gevredigezh.
- Galaad: “Va c’heriadenn” d’eus Anjela Duval, ar pez a tont da soñj din, ni zo o chom barzh Plougonven hag ar pez a gavan trist hag abominabl, bremañ n’eus ket nemet touristed ha tud parizianed a teu amañ da brenañ tiez ha me m'eus kaz eus tud a sort. An ton se a ziskouel cheñchamant a zo, bremañ dre ar pez marteze n’am eus ket bevet d’an amzer gwechall, amzer Anjela Duval, ar cheñchamañtoù a zo bet gant tud a teu d’eus lec’h all hag a teu gant ho sonjoù, da cheñch an dud amañ ha da cheñch an douar.
- Mathieu: Labourer-douar e oa ma zad, gwelet em eus ar c'hemmoù se, parizianed o tont hag o klemm diwar-benn ar mekanikoù o loc'hañ abred diouzh ar mintin,
ar c'hilhog o kanañ. Ret e oa d'am zad en em ober ouzh ar c'hrennlavaroù se, ober a rae an traoù ar gwellañ ma c'helle, diaes e oa ivez kaout arc'hant.
Doujañs bras am eus evit al labour-douar dre vras, kompren a ran an diaesterioù.
- Greg: An destenn-mañ a lakaas ac'hanon da soñjal e buhez ma zud-kozh a-berzh mamm. Labourerien laezh e oant ha savadurioù o amezeien kozh a oa bet prenet gant Saozon. Adgwerzhet ho deus anezho d'ur priz uheloc'h ha bevet oh deus en tiez e-pad daou pe dri bloaz a-raok distreiñ d'o bro.
Abalamour d’an dra se ho deus kresket ar prizioù, ar pezh a laka diaes-kenañ d’ar re yaouank e Breizh prenañ tiez en o c’horn-bro.
Goulenn 5: Petra eo ho palioù gant ar strollad nevez-mañ ?
- Galaad: Sonadegoù ! e Landerne fin ar bloaz e miz du, un all ivez gant “Ar V’ran Fest” hag traoù all vo war ar stern.
- Greg: Goude ar bladenn-mañ e lakaomp ar gaoz war ar sonadegoù. Sonet hon eus unan e Rostrenenn e-pad dibenn-sizhun an Hellfest, ha daou-c'hant-hanter-kant den a oa en abadenn. An deiziad e Landerne a zo e Davarn'Breizh, ma vez degemeret sonadegoù metal. Kinnigoù all zo bet, neuze e c'hortozomp evit kadarnaat pep tra. War un dro e labourimp ivez war un trede pladenn, kemer a reomp hon amzer met hep gortoz eizh vloaz etre ar bladennoù evel m'hon eus graet gant an daou gentañ. Bremañ m'eo stabil ar strollad e c'hellomp en em harpañ war Möhrkvlth. C'hoant hon eus da gaout plijadur ha da c'hoari e daou vil seizh warn-ugent.
Goulenn 6: Roet ho peus enor da Glenmor er bladenn gentañ “A-dreñv ar vrumenn”, ha da Anjela Duval ar wech-mañ war ar bladenn nevez.
Piv eo ho tudennoù brudetañ eus Breizh ?
- Greg: Evit an trede pladenn e plijfe kalz deomp rentañ enor en-dro d’ur bersonelezh vreizhat, ret e vo da gwelet gant ar gwirioù.
- Mathieu: Evit ma levezonoù ez eus Per-Jakez Hélias, dreist-holl gant “Le cheval de l’orgueil” deuet da vezañ ur gwell gwerzh.
- Greg: Evit ar sonerezh, ar re o deus adsavet Breizh dre ar sonerezh a zo Denez Prigent, Tri Yann, Alan Stivell hag Ar Re Yaouank. D'am soñj o deus roet lañs dezhi hag adlañset ar fest-noz gant tud yaouank, setu an anvioù a soñjan enno diouzhtu.
- Galaad: Ret eo din reiñ ma soñj diwar-benn Alan Stivell, a vez sellet outañ evel ur benveg. Ne blij ket din tamm ebet, plij a ran din kalz Denez Prigent.
Degas a ra santimantoù kreñv, karout a ran anezhañ. Barrek-kenañ eo er kan ha diskan, met dreist-holl eo gant ar gwerz se a bouez ac'hanon.
- Mathieu: Ma chomomp er metal ha nevesoc'h, Tanork a son ur metal marv kanet e brezhoneg, mat-tre eo.
- Galaad: Er rannvro ez eus ivez Belenos evit ar metal du.
Goulenn 7: Ma vefe ret deoc'h soniñ gant ur strollad war al leurenn, peseurt hini e vefec'h ?
- Galaad: Me a blijfe din soniñ gant Denez Prigent er Motocultor.
- Mathieu: Ma chomomp gant ar metal du e plijfe din kalz Wolves In The Throne Room hag Afsky, pe Austere. Met asantiñ a ran gant Denez Prigent, ur c’henlabour a vefe fentus tre.
- Greg: Ar pezh a blijfe din e gwirionez eo bezañ en ur gouel breizhek gant ur meskaj stiloù, marteze gant Denez Prigent pe strolladoù fest-noz zo.
Plijout a rafe din rannañ al leurenn gant Emperor, unan eus ma strolladoù karetañ ha plijout a rafe din kalz seniñ gant Belenos en-dro.
Strolladoù eus ar bed skandinavek evel Gorgoroth, strolladoù finnek. Kalz a strolladoù am eus sonet ganto dija ha plijout a rafe din seniñ ganto en-dro.
Goulenn 8: Petra eo an tri ganaouenn pouezus tre da selaou e brezhonek, d'ho soñj ?
- Mathieu: Lavarout a rafen “An hini a garan” evit kregiñ, gant Denez Prigent.
- Galaad: “Karantez Vro” gant Gwalarn an hini gentañ hag evit an eil “Tuchenn Mikael” eus Youenn Gwernig a blij din kenañ hag an trede “Gwerz Kiev” d’eus Denez Prigent.
- Mathieu: Hep menegiñ ur ganaouenn bennak, plij a ra kalz din selaou Ar C'hoarezed Goadec gant gwiskad ar mouezhioù.
- Greg: Er c'hantikoù brezhonek ez eus ivez "Ar Baradoz" gant Anne Auffret, dreist-tre emañ. Mod all ez eus "L'enfer Froid" gant Belenos, hag a zo e galleg.
Goulenn 9: Petra a fellfe deoc'h lâret d'an dud o tizoloiñ Möhrkvlth ?
- Greg: Ma vez an dud o tizoloiñ ar strollad gant an eil pladenn kinnig a ran da selaou anezhañ en deñvalijenn tout ha serr an daoulagad ha selaou gant ur selaouell evit en em lakaat en aergelc'h.
- Mathieu: Esperout a reomp e c'hallfe an dra-se broudañ anezho da selaou strolladoù brezhonek all, da reiñ c'hoant dezho da dougen ac'hanomp.
- Greg: Esperout a reomp se a broudo anezho da zont da welet ac'hanomp war sonadegoù.
- Galaad: Sevel a reomp sonerezh evidomp hon-unan, un tamm kizidik eo marteze, neuze ez omp rediet da sachañ an dud gant hor gwel eus an traoù.
- Mathieu: Hiziv ar son metal du emañ ken formulennek ma vez degaset un doare personel evel ma reomp, rann a ra an traoù, da skouer gant hor produadur.
Plijout a ra deomp en em ziforc'hañ ha mirout hon identelezh.
- Galaad: Plij a rafe din e teufe an dud da gaozeal e brezhoneg ganeomp da laret o soñjoù, ober a ra plijadur deomp.
Trugarez vras deoc'h evit an eskemm fiskal-tre Möhrkvlth, emaomp o tont da benn an atersadenn-mañ.
Trugarez vraz da reiñ ho amzer din, brav eo bet !
*******************************************************************************
INTERVIEW EN FRANCAIS
*******************************************************************************
Bonjour à tous/tes,
Me voilà accompagnée du groupe Möhrkvlth en Bretagne !
Merci beaucoup d’avoir accepté ma demande d’interview, je vous laisse présenter un peu le projet Möhrkvlth ?
- Galaad : Möhrkvlth est un groupe de black metal créé en 2014. Aujourd'hui, au sein du groupe, il y a moi-même, le batteur, Greg à la guitare, Mathieu le chanteur, Florian à la basse et Sven le deuxième guitariste.
Question 1 : Votre nouveau disque marque le retour du groupe. Quels sont vos objectifs avec “Gwenojennoù an ankounac’h” ?
- Galaad : Montrer que le groupe n’est pas mort ! Maintenant qu’il y a de nouvelles personnes dans le groupe, je suis content de continuer l’aventure, on a de nouvelles choses à vous proposer, on a envie de montrer aux personnes qui soutiennent Möhrkvlth que le groupe n’est pas mort. Le nouvel album est sorti avec six morceaux reliés entre eux représentant “Gwenojennoù an ankounac’h”.
- Greg : Le deuxième album, c’est la résurrection de Möhrkvlth, le premier album est sorti en 2018, il y a eu une pause de quelques années et j’ai dû reformer le line-up puisqu’il y a eu des indisponibilités des anciens membres qui sont partis pour différents projets de vie ailleurs ou de santé. J’ai voulu reformer le line-up avec des amis comme Galaad et Florian que je connais depuis une vingtaine d’années et qui habitent un peu plus près de chez moi, et Sven qui était déjà dans le groupe depuis la tournée de 2018/2019 et Mathieu qui est arrivé au chant en 2021. Au niveau de la musique, c’est toujours resté sur du black metal pagan, avec des ajouts de chaque musicien puisque on est tous ancrés dans le black metal, les influences sont assez similaires, donc chacun composait aussi ses propres parties. L’objectif était de relancer Möhrkvlth afin de refaire des concerts à l’avenir, à partir de 2026, c’est relancé officiellement.
Question 2 : Sur “Gwenojennoù an ankounac’h”, les morceaux sont plus longs, les riffs sont plus techniques cette fois, comment avez-vous construit l’album ?
- Greg : Certains morceaux avaient été composés à la guitare rythmique peu après le premier album et d’autres 2, 3 ans après. Je m’étais entraîné à la guitare pour être meilleur, à l’origine c’était plutôt un black metal assez basique et je m’étais concentré pour faire des riffs plus longs, plus profonds, développer un peu plus les sentiments épiques, dans les atmosphères. On va plus loin dans le grave, plus haut dans les tonalités, vers la lumière, l’accordage a été modifié, Sven est bien plus grave, ça permet de développer plus d’aspects en gardant l’essence du groupe. Pour la batterie, avec Galaad on est dans l’efficacité, brut, pas de démonstrations.
- Galaad : L'antagoniste de ce qui peut exister sur le marché aujourd’hui. Je veux parler de quelque chose en particulier, l’objectif est de se différencier des autres groupes. Avec la caisse claire, ça ne plait pas à tout le monde, mais moi ça me plait, ça apporte quelque chose en plus à la formation.
- Mathieu : Au niveau de la composition en tant que chanteur, au départ quand j’ai pris contact avec Greg, on m’avait déjà fourni les premières démos qui avaient été faites sur l’album qui allait sortir, donc j’ai pu tout écouter et voir ce qui me plaisait dans les morceaux. Je commençais déjà à me focaliser sur des atmosphères qui pouvaient apporter des textes, donc la première question qui était instinctive et que j’ai posée à Grégory était : “À quoi tu pensais quand tu as composé les riffs ?” Est-ce que tu avais des choses en tête ?
- Greg : C’est vrai que la musique étant mon langage, je ne pense même pas aux paroles quand je compose, mais étant bien ancré dans ma terre, mes origines, j’ai quand même orienté pour garder aussi cette thématique et la langue bretonne dans la majorité des textes. On a aussi gardé deux textes en français, parce que ça ne servait pas à grand-chose de les traduire par rapport aux placements qui avaient été faits sur les textes. Donc certains s’y prêtent plus en français et d’autres en breton.
- Mathieu : Parce que c’est vrai qu’au départ, en partant de ce point de vue-là, j’avais commencé à faire des ébauches de textes, en cherchant à donner à chaque chanson sa thématique en particulier. Je pense que c’est un tout, ça représente assez bien les thèmes qu’il cherchait à aborder de base avec ce qui a été conservé, le chant breton, les paroles ont déjà été écrites en français au départ et Galaad qui a aidé pour la traduction. Pour conserver le côté bretonnant au niveau des textes et des thématiques, l’idée était de ne pas s’écarter trop loin des textes du premier album qui était très porté sur le paganisme, les rituels, la thématique de la mort. Je n’ai pas voulu trop me rapprocher de ce genre de textes, qui peuvent être très littéraires, notamment le Livre des morts tibétains qui était abordé sur le premier album, donc une thématique déjà abordée. Je ne suis pas un littéraire de base, je suis plutôt quelqu’un qui regarde les choses et qui ressent les choses. Par exemple, “Dindañ gouloù ar c’hoajoù mein”, qui en français veut dire “En suivant la lumière des croix de pierres”, je voulais suivre ce thème qui est assez propre à la Bretagne avec la présence des calvaires, présents un peu partout sur nos routes. Que l’on soit croyant ou non, quand on est breton, on sait que ça représente quelque chose. Pour l’histoire de ces monuments, je voulais m’attacher à cette image de départ, de balises, qu’on trouve sur les routes présentes depuis des centaines d’années, qui ont servi à tracer la route des voyageurs. Ils retracent le retour de soldats qui reviennent du champ de bataille, perdus, de nuit, espérant voir une lumière, celles arborant ces calvaires et le chemin du retour. Mais ce morceau est très libre d’interprétation.
- Galaad : Ce qu’il y a de nouveau avec cet album, c’est qu’on y trouve un mélange de paganisme et de christianisme.
- Greg : On a aussi fait un saut dans le temps, les thèmes sont un peu plus récents que l’ancien album.
Question 3 : Comment vous avez créé le titre de l’album ?
- Galaad : J’ai trouvé le titre de l’album par le fait que les morceaux soient reliés entre eux, tous les morceaux ont une odeur d'oubli.
- Greg : C’est effectivement Galaad qui l’a trouvé, après avoir écouté, une fois que le mixage avait avancé, c’est le titre qui a été retenu. Le titre met en lumière la pochette de l’album que Galaad a peinte. Une fois que la musique, les chansons et le mixage avaient bien avancé, on s’est arrêtés sur ce titre.
Question 4 : On nous parle d’un village, de changements dans le morceau “Va c’hêriadenn”, ce titre semble très personnel. Avez-vous une histoire à nous raconter au sujet de ce village ?
- Mathieu : “Va c’hêriadenn.” À la base, c’est un poème écrit par Anjela Duval, qui est une poétesse, qui était paysanne, qui écrivait entre ses moments de répit, une femme non mariée qui s’est toujours occupée de la ferme, celle de ses parents. Dans ses textes, elle retranscrivait sa vie, son quotidien, comme dans le texte de “Va c’hêriadenn”, les changements qu’elle pouvait constater, sa campagne qui se modifie, la ville qui prend en étau tout ça. La perte des repères, l’arrivée de la mécanisation, elle le dit, elle ne reconnait plus sa terre. C’est la productivité aujourd’hui, si on compare 60 ans en arrière, évidemment tout a changé, passer de 4 vaches à 100, perdre un peu le goût du bien-faire pour le chiffre. Cela amène à réfléchir sur ce qu’est devenue la campagne et l’agriculture de façon générale.
- Greg : Elle a probablement vu la mort de son village, l’âme du village, le départ des voisins pour que d’autres arrivent avec une certaine nostalgie. Elle avait probablement préféré ses jeunes années, il y a eu la mort de ses parents, elle ne s’est jamais mariée, elle est restée au vieux marché toute sa vie en constatant les changements de la société.
- Galaad : Ce qui me vient à l'esprit avec “Va c’hêriadenn” est que nous vivons à Plougonven et ce que je trouve triste et abominable, c’est qu'aujourd’hui il n’y a que des touristes et des Parisiens qui viennent ici et achètent des maisons, et je hais cette situation. Le titre montre les changements de choses que je n’ai pas connus, peut-être aussi de l’ancien temps, l’époque d’Anjela Duval, les changements qu’il y a eu aussi à cause des personnes qui venaient d’ailleurs avec leurs schémas de pensées, ce qui a changé les gens et changé notre terre.
- Mathieu : Mon père était agriculteur, j’ai vu ces changements, les Parisiens qui s’installent et se plaignent des machines qui commencent tôt le matin, le coq qui chante, mon père a dû s’adapter à ces critiques, il a fait les choses comme il a pu, les rentrées d’argent qui étaient aussi compliquées. J’ai un énorme respect pour l’agriculture de façon générale, je comprends les enjeux.
- Greg : Ce texte m’a fait penser à la vie de mes grands-parents maternels qui étaient laitiers, ils avaient une ferme et les bâtisses des anciens voisins ont été rachetées par des Anglais, ils ont revendu plus cher et ils ont habité les maisons pendant 2/3 ans et ils sont repartis chez eux. Le prix a beaucoup augmenté, donc les jeunes en Bretagne peinent énormément à acheter un bien dans leur région.
Question 5 : Quels sont vos objectifs avec la nouvelle line-up ?
- Galaad : Des concerts, il y en a un à la fin de l’année en novembre, une autre date à venir au “Ar V’ran Fest” et d’autres choses à venir au fur et à mesure.
- Greg : Après cet album, on se concentre sur les concerts, on en a fait un à Rostrenen dernièrement pendant le week-end du Hellfest, on a quand même eu 250 personnes lors du concert. Pour la date à Landerneau, c’est au Davarn’Breizh, qui propose des concerts metal. Il y a eu d’autres propositions, donc on va attendre de confirmer tout ça. En parallèle, on va aussi travailler sur un troisième album, sans se précipiter mais ne pas attendre 8 ans entre deux albums, comme pour nos deux premiers. Maintenant que la line-up est stabilisée, on va pouvoir se concentrer sur Möhrkvlth. On souhaite se faire plaisir et jouer en 2027.
Question 6 : Vous avez rendu hommage à Glenmor sur le premier album “A-dreñv ar vrumenn” et à Anjela Duval cette fois-ci sur le nouveau disque.
Quelles sont vos figures emblématiques de la Bretagne ?
- Greg : Pour le troisième album, on aimerait beaucoup rendre hommage à nouveau à une personnalité bretonne, en fonction des droits.
- Mathieu : Pour les influences de mon côté, il y a Per-Jakez Hélias, notamment avec “Le Cheval d'orgueil” qui était devenu un best-seller.
- Greg : Musicalement, ceux qui ont fait renaître la Bretagne par la musique, il y a Denez Prigent, Tri Yann, Alan Stivell, Ar Re Yaouank, je trouve que ça a donné du peps, ça a fait revivre les fest-noz avec les jeunes, ce sont les noms auxquels je pense instantanément.
- Galaad : Il faut que je donne mon point de vue par rapport à Alan Stivell, considéré comme une référence. Je n’aime pas du tout, de mon côté je préfère bien plus Denez Prigent, c’est des sensations, j’adore, il est très doué dans le kan ha diskan mais c’est surtout les gwerz, il me touche.
- Mathieu : Si on reste dans le metal et plus récent, il y a Tanork qui sonne un death metal chanté en breton, ça marche bien.
- Galaad : Dans le coin, il y a aussi Belenos pour le black metal.
Question 7 : Si vous deviez partager la scène avec un groupe, ce serait avec qui ?
- Galaad : Ça me plairait beaucoup de jouer avec Denez Prigent au Motocultor.
- Mathieu : Si on reste dans le black metal, Wolves In The Throne Room et Afsky, j’aimerais beaucoup, ou avec Austere. Mais je suis d’accord avec Denez Prigent, ce serait super sympa de faire un feat.
- Greg : Ce qui me plairait, ce serait d’être dans un festival breton avec plusieurs styles qui se mélangeraient, avec oui Denez Prigent pourquoi pas ou des groupes de fest-noz. J’aimerais beaucoup partager la scène avec Emperor, qui est un de mes groupes préférés, Belenos, j’aimerais beaucoup à nouveau. Des groupes de la scène scandinave comme Gorgoroth, des groupes finlandais. Il y a beaucoup de groupes avec lesquels j’ai déjà joué et avec qui j’aimerais rejouer.
Question 8 : Selon vous, quelles sont les trois chansons en breton à écouter absolument ?
- Mathieu : Je dirais “An hini a garan” pour commencer, de Denez Prigent.
- Galaad : “Karantez Vro” avec Gwalarn pour la première, pour la deuxième “Tuchenn Mikael” de Youenn Gwernig, je l’aime beaucoup et pour la troisième “Gwerz Kiev” de Denez Prigent.
- Mathieu : Sans mentionner une chanson en particulier, j’aime beaucoup écouter Les Sœurs Goadec, les superpositions de voix.
- Greg : En cantique breton, il y a aussi “Ar Baradoz” d'Anne AUFFRET qui est superbe mélodiquement. Sinon c’est en français, mais “L’enfer froid” de Belenos.
Question 9 : Qu’est-ce que vous aimeriez dire à quelqu’un qui découvre Möhrkvlth ?
- Greg : Si les personnes découvrent le groupe avec le deuxième album, je conseille de l’écouter dans le noir, les yeux fermés, avec un casque, pour être pris par l’atmosphère.
- Mathieu : On espère que ça puisse les inviter à aller écouter d’autres groupes bretons, que ça puisse leur donner envie de nous soutenir.
- Greg : On espère que ça puisse leur donner envie de venir nous voir en concert.
- Galaad : La musique, on la fait pour nous, c’est peut-être un peu égoïste, donc on va forcément attirer des personnes avec notre vision des choses.
- Mathieu : Aujourd’hui le son black metal est tellement formaté que quand on amène une touche personnelle comme on le fait, ça divisera forcément, pour la prod chez nous par exemple. On aime se différencier et garder notre identité.
- Galaad : Ça me ferait plaisir que les gens viennent discuter avec nous en breton pour partager leurs ressentis, ça nous ferait forcément plaisir.
Merci beaucoup pour ce super échange Möhrkvlth, on touche à la fin de cette entrevue.
Un grand merci de m’avoir accordé du temps, ça a été un bon moment !